Krog eo ar gont en amgin : ha ni war dreuzoù an amzer vrav. Ganti gouelioù en prevez hag er barrez, lusk, plijadur ha leunder, evit brasañ levenez an holl.
Blivaat a reomp gant an amzer nevez-se, goude kement a vezh-divezh hag a diouer ‘blam d’ar Govid.
Seul vuioc’h a levenez ganeomp ouzh o kemenn ur c’heloù mat : prenet ar Gêrganer hag a vo addigor e-kerzh ar bloavezh da zont.
Gant ur berc’hennez nevez e chom hañval al lec’h, koulskoude, hag eñ adginklet cheuc’h, da degemer ac’hanoc’h er gwellañ kondisionoù.
Kontañ a rimp deoc’h, er c’hannadigoù o tont, penaos ‘yelo al labourioù war-raok.
Da c’hortoz, bezit pasiant ma c’hallit…ha pare da enoriñ gant ho prezañs adc’hanidigezh prestig hon ostaleri !
Gwall dra adkrog an armerzh war meur a dachenn, met trotal a ra c’hwez ar moneiz, ivez. Emañ prizioù ar mammennoù nerzh hag an danvezioù krai o tarzhañ. Ken koulz ha ‘vit an holl ac’hanomp ‘vo diston ouzh finañsoù hon gumun.
En arroud-se en deus votet ar C’huzul-kêr budjet 2022.
Gwellaat framm ar vuhez en hon geriadenn vrav ha stad ar vuhez he annezidi a chom hor pal pennañ.
Feal ouzh ar bloavezhioù tremenet, n’hon eus ket kresket tailhoù ar gumun.
Gant an hañv ‘vo moaien deomp en em gavout da goulz abadennoù, eus gouere da eost : gouelioù ar 14 a viz gouere, sonadeg(où), devezh ekokeodedel, pred-kouskous…
Pedet oc’h da sellet pizh ouzh an deiziataer ha noteniñ an abadennoù leun a bromesa ‘vefec’h dedennet gante. Plijadur ganeomp adaozañ anezhe !
Deoc’h-c’hwi da dizoloeiñ pep tra er gannadig-mañ. Hetiñ a reomp deoc’h un hañv leun a dizoleiñ, pinvidikaat, laouenekaat ha rannañ, hag en em gavout a-benn nebeut, ‘michañs, dre zarvoud an abadennoù.
Michelle Menguy, eilmaer eilvet